Résumé :
|
Kousket e peoc'h, kermabeuzeniz ? Ya, 'michañs ! Petra 'yafe da zirenkañ an dud dre an hun ? Goulennit digant Ameli Zeuffig hag he c'henitervez Manu 'ta : Gant o mignoned Yanis hag Ervin emaint o vont da glask penn da wall gudennoù. Arabat disoñjal Roc'han ar c'hi mat, a oar c'hwesha pelloc'h eget beg e fri du.
Ne vez ket ken sioul-se maezioù ar vro, pa zeu aotrounez pinvidik zo da glask ober skrap war an douaroù-labour, diwar-goust ar c'hounideien, kozh ha yaouank ! Ha gouest e vo ar re-se da zifenn o feadra ? Feiz, evel-just, ne sell ket ouzh ar vugale. Nag ouzh ar c'hazetenner Simeon Mewar. Met...Pa stag ar saout da vervel, ha pa gemer paotr al lizhiri skwer warno, daoust ha ne sell ket ouzh ar polis. Kavet a ra deoc'h e chomo Ameli puchet en he c'hornig evit kelo-se, da sellet ha gortoz diwezh an abadenn ? Blev...
|